al liamm 335

Download al liamm 335

Post on 28-Nov-2014

259 views

Category:

Documents

2 download

Embed Size (px)

TRANSCRIPT

Al LiammDastumadenn sevenadurel daouviziek

Kerzu 2 0 0 2Nedeleg laouen ha Bloavezh mat dan holl

Niverenn

3355

57vet bloavezhPostel

thuon@club-internet.fr www.alliamm.com Pep skrivagner zo kiriek de skrido

T A O L E N N

BARZHONEGO : Kroashent , gant Youenn Gwernig . . . . . . . . . . . . . . . . . 3 Maenhir, gant Jean-Yves Broudic . . . . . . . . . . . . . . . . . . 4 O terri kleuz , gant Jakez Konan . . . . . . . . . . . . . . . . . 5 DANEVELLO : Un endervezhiad hir, gant Ronan Huon . . . . . . . . . . . . . 7 Neo ket mat ar gontadenn, gant Dominique Allain . . . 15 Breur ha choar, gant Maguy Kerisit . . . . . . . . . . . . . . . 28 STUDIADENNO : E koun Richard Jenkin, gant Per Denez . . . . . . . . . . . 55 Francesco Redi hag ar ganadur diwar netra, gant Yann gerven . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . 63 Sojomp ervat : ur sell ouzh embannadurio Buhez ar Sent, gant Jacqueline Gibson . . . . . . . . . . 68 Renan hag a brezhoneg, gant Reun ar Chalan . . . . . . 83 BEAJ : Un devezh e Gernevez, gant Per ar Bihan . . . . . . . . . . 90 LEVRIO, gant Eflamm gKervilio . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .95 NOTENNO : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . 103

2

Y o u e n n

G W E R N I G

KroashentDaou Hon-daou War hento hor bro Ker kalet o mein A gave din, Met e choarzh va cheneil E teuze o chrizder Un tammig. Daou Hon daou Ha tizhet ganeomp kalon ar chroashent. Steredenn o skigna banno diniver War ar bed, Mont a reas va cheneil hep kimiadi Gant ur seizhenn nhelle ket heulia Marteze gant aon leski e dreid, Mont a reas va cheneil hag e choarzh... Ha me, neuze, a raio Gant ur seizhenn nhellen ket heulia kennebeut, Marteze gant aon koll an hent Ar chleuz, ar charzh hag Ar brouskoad pelloch E ouiemp mat (Ha soj peus, va cheneil, va breur ? E oa eno soudarded kozh o chedal choazh).

3

J e a n - Yv e s B R O U D I C

Maenhir

Maen-hir, taolio-maen, oc'h adsevel bep mintin war-lerc'h un nozvezh hunvreo.

Maen kozh, maen-koun an holl re divaen-kanv.

4

Maen-sonn o c'hortoz dibaouez ar Respont.

miz Here 2002

J a k e z

K O N A N

O terri kleuz *

Er penn all d'al lanneg, gant va marr e fregan Gorre ar c'hleuz, ingal, divall, 'vel ma c'hallan Rak ar boan a zeu c'hoazh da c'hloaza va c'hroazell. Tost din, ur bodad skav a vir ouzh an avel Da c'hwezha alan ouez war va c'hein dour-c'hwez mik. Nep son, na mouezh ne dorr digenvez ar c'hornig Nemet taolio va marr, digar o tiskar lann Pe strak ar gwresko bresk disec'het e-mesk krann Pe c'hoazh ur voullig-plu, gell ha ruz he bruskig Ha jed div berlezenn o skedi 'n he fennig. 5 Tremen a ra fich-fich ha mibin dre 'm c'hichen. Ken prim ha serr-lagad, en un nijelladenn Evel un tenn e plom war unan a'r bommo Dispont-mik ha soul e-giz ur skin goulou Evit diuz astuz pe vuzhug diguzhet : Ur voc'hruzig laouen, ken tener he c'hened, 'Vit he neizhiad, habask, o klask boued d'e baska Eo a zarnij buan dre m'ema o poania Evit kas a-zevri, da benn, he c'hefridi.

Gant he devezh 'ma-hi ha me gant va hini Rak da bep krouadur eo lezenn naturel Klask mezhur e lignez, nepred he dilezel, Evit ma treuzpado, bemdez hag a bep hent, Ar vuhez arwarek bet digant ar re-gent.

1997

*terri : Adober gorre ar chleuz ha hada lann nevez.

6

Jakez Konan 1978

R o n a n

H U O N

Un endervezhiad hir

Ar wirionez trech dar faltazi.

BANK e voe ret da Edern gortoz. Ur vaouez a oa en e raok ha ne oa nemet un implijad och ober war-dro an ostizien dan eur-se e dero an endervezh. Ar choant staotat a oa krog enna a-greiz-holl ha mont a reas en e goazez da chortoz, o sojal e vefe aesoch dezha derchel war e choant gant e zivchar kroaziet. Hir e oa an diviz ha luziet ar gudenn moarvat rak an implijad a zalche da furchal en e baperio. Goude ur pennad e voe ret dezha sevel hag e krogas da vont ha da zont. Ar pezh a oa enk avat rak ar burev-ma ne oa nemet ur adstal eus ar Bank bras a oa, e-kreiz kr. Neo ket evit mont dar Bank en devoa kuitaet e garter e gwirionez, met tremen poent e oa dezha ober ur chrenna de vlev. Deut e oa ar soj dezha neuze he devoa e wreg ezhomm da gaout archant laosk ha ne oa nemet ur blasenn da dreuzi etre ar Bank ha stal an trocher-blev.R

E

7

A-benn ar fin e voe er-maez. Treuzi a reas ar chroashent ledan gant tanio ruz e-leizh ha kirri o tremen hep ehan koulz lret. Eno e oa ret gortoz ivez. E choant

dizoura ne oa ket tremenet. Gant evezh e treuzas ar ru war al linenno gwenn pa gemmas ar gouleier. Erru e-kichen stal an trocher-blev e welas dre ar werenn e oa un ostiz er gador-vrech ha tri all o chortoz o zro. Amzer en devoa da glask ul lech evit en em zivechia. Mont a reas un tammig pelloch e ru Inkermann pa soje dezha e kavfe ur chogn dizarempred bennak hep riskl da feuka den pe da baka un taol-kastiz daoust ma ne oa ket e Breizh-Veur. Un ugent metrad bennak pelloch e verzas ul lech hep ti ebet war lez ar ru. Un astez porzh e oa gant karrdio. Met etre ar steudad karrdio hag ur savadur bras e tifrete un den e korf e roched, o tenna a bep seurt atredo eus koufr ur mell Chevrolet kozh-Noe evit o bernia en ur chorn. Dav e voe dezha distrei war e giz. Brest zo anavezet evit an diouer a lechio distro pe a brivezio boutin, marteze evit dedenna muioch a bratiko en tavarnio. Distrei a reas eta da stal an trocher-blev. Daou zen a oa o chortoz choazh. Kozh a-walch e oant o-daou ha disto. Ne vo ket hir an abadenn ganto a sojas. Evit tremen an amzer e kemeras Edern div pe deir chelaouenn skeudennaouet diwar an daolig a oa en e gichen. Pa z ae da di ar perukenner, da lret eo bep daou pe dri miz, e rae anaoudegezh gant keleier ar bed. Amzer en devoe da lenn an darvoudo a oa degouezhet e Roumania er sizhun a-raok. Lenn a reas ivez e oa ur chaner brudet o paouez dimezi evit an trede gwech, en dro-ma gant ur plach yaouankoch eget e vab. Gwelet ho peus hennezh ! eme an trocher-blev agreiz-holl, en ur sellet er ru, savet e benn diwar e labour. Distroet en devoa Edern evit sellet, met tremenet e oa an den. Saset e oa ur morilhon gant blev plezennet war e chouk pe blev rasta. Marteze ivez e oa en-dro dezha

8

Un endervezhiad hir

dilhad liesliv ha flamm e vro chenidik. Derchel a rae an trocher-blev gant e gaoz : Penaos ta e chellfe ar furlukin-se kavout labour er vro ? An deiz all o doa diskouezet un ospital er skinwel. An darn vras eus ar re glav a oa morianed. Netra souezhus e vefe un toull er SECU. An daou gozhiad a asantas. Ya, eme egile adarre, tud du pe rous, an holl anezho. Erru oa tro unan anezho. Azeza a reas dirak ar melezour hag an trocher-blev a lakae dezha an davajer nilon. Silet en devoa ar chozhiad e vrech kleiz er milgin. Eben ivez, eme an trocher-blev en ur astenn ar mach all dirak an den. Neus ket anezhi, eme an den kozh. Va digarezit, eme egile. Evel-se ma, trist eo. Ne zisplegas ket ar pezh a oa degouezhet ganta hag ar perukenner ne gredas ket goulenn kennebeut perak nen doa nemet ur vrech. Ne badas ket pell an abadenn hag e voe tro an eil kozhiad. Ur vazh a oa ganta. Sevel a reas en e sav gant he sikour hag e harpas anezhi ouzh e gador. Adkregi a reas Edern gant e lennadenn. Degouezhet e oa gant ul luchskeudenn a ziskoueze ar Pris Charlez, hini Breizh-Veur, un hanter mouschoarzh war e vuzello. Gwisket gant ur vrozh skosat ech enselle ar Pris ur renkennad merched eus an arme sonn ha dichoarzh, gwisket evelta, pa glevas adarre mouezh an trocherblev : Kouezhet eo ho kar ? Souezhet gant ar goulenn-se e savas Edern e benn. Gwir e oa. Un troad hag un tamm gar plastik a oa war al leur.

9

Bez e oa ul lodenn roz ha neuze ul loer du gant ur votez er penn. An trocher-blev en devoa kilet hag chomet e oa sabatuet, e sizailho ganta er vann, e-lech sikour an den kozh ken trubuilhet ma oa choazh gant an darvoud kenta. Ar chozhiad a oa daoubleget o tastum e char faos hag o klask he lakaat en-dro en he lech. Dont a rafech a-benn ? a choulennas an trocherblev. Un nebeud diaesterio en devoa met ne seblante ket ar paotr kozh beza nechet. Ar chozhiad stouet a zegasas soj da Edern eus ur mignon, ur farser leun a startijenn ha laouen en desped de char bet trochet war-lerch ur gwallzarvoud. Pa veze o tiskuizha en e gador-vrech e kemere e char faos evel ur vazh-krog, evit tostaat outa ar chazetenno a oa kouezhet war al leur. Edo an trocher-blev och ober war-dro e drede ostiz. Ne oa kudenn ebet ar wech-ma met krog e oa da zivizout ganta hag ehanet e oa gant e labour : Barrek och war ar mekanikerezh ? Non ket, eme egile. Goulenn a raen kement-se abalamour ma m eus lakaet e gwerzh karr va zad dre ma oa erru re gozh evit bleina. Dav eo bet din e lakaat en un ti evit ar gozhidi e Gouenou. Un ti mat-kena eo ha nevez-flamm. E gambr en deus hag erus eo. Evit priz ar charr eo e karfen kaout ali tud all. E stad vat ema ha neus ket bet graet ouzhpenn dek mil kilometr ganta. Klask a ran kaout ali an dud. Ur peizant eus Plougastell zo saset dont da sina ar brenadenn en enderv-ma. Souezhet on zoken ne vije ket erru choazh. Chwi oar eo ret lakaat ar chirri kozh da

10

Un endervezhiad hir

veza adwelet a-raok o gwerzha hag en em choulenn a raen ha... Dar mare-se e sonas klochig an nor a-drek ar speurenn a zisranne ar stal. Dilezel a reas an trocher-blev e ostiz evit mont en tu all. Klevet e voe tud o komz. Ur vouezh plach hag unan paotr kemmesket ha diouzh a chelled intent e oant prenerien ar charr. Dek munud e padas an diviz hag e tistroas ar perukenner, hag e lezel e wreg dober war o zro. Graet eo an afer, emeza. Echui a reas e labour, diskouez dan ostiz ur melezour a-drek e benn, lemel an davajer ha rei un taol broust war e zivskoaz. Erru oa tro Edern a-benn ar fin. Sila a reas e zivrech e macho an davajer nilon astennet dezha ha lakaat gant evezh e lunedo war an daol diraza. Kregi a reas an trocher-blev en e sizailho pa sklintinas adarre klochig an nor en tu all hag e tiflukas war an treuzo un den ganta un davajer a vije bet gwenn panevet an tarcho ruz a varelle anezhi. Kiger ar chornad e oa moarvat. Hep dont e-barzh e huchas : Deoch eo ar charrdi a zo e penn all ar porzh, er fos ? Ema o tivogedi ! Nema ket va charrdi o vont e ludu alato ! eme egile, un tamm ankeniet. Liliana ! a huchas de wreg a oa un tu bennak a-drek, kae ta da welet ! Dizale e tistroas Liliana hag e voe disammet. Perchenn fos ar porzh eo n hini zo o tevi atredo, koadaj ha plastik e-kichen hor charrdi, eme ar wreg. Sojal a reas Edern e oa an den en devoa miret outa da zizoura er chorn-se.

11

Neus ket aotre dober tan evel-se e kreiz-kr, eme un ostiz nevez degouezhet. Pa zeuas Edern er-maez eus ar stal e oa krog an heol da ziskenn a-us dan toenno. Echu oa an devezh-labour ha lostennado kirri-tan dihabask a fraove hag a zivogede e pep tan-ruz ar chroashent. Poent a oa dezha difraea. Moarvat e oa ankeniet e wreg pen doa paket un tamm mat a zale. En em choulenn a rae, sur, pelech e oa manet peogwir ne oa ket boas da vont dan davarn war-lerch e labour er burev na da strani e stumm ebet. Erru e oa e-tal porzh al Lise digenvez dan eur-se a-drek ar gwez-siprez hag ar gael neud-orjal merglet. En tu all dan hent treuz a gemere bepred e oa choazh daou baotr yaouank o choari tennis daoust ma skede choazh poulloigo dour ama hag ahont war an dachenn. Tremen a reas HLM-o seizh pe eizh estaj, griz o dremmo, gant dilhad o sechi a-istribilh er prenestro. Bugale oa o choari en trao, er porzh diabarzh. Diouzh unan eus ar prenestro a-drek ur roched gwaz e hopas ur 12 vaouez Suelen ! Suelen !1 Daoust ma oa dale ganta o tistrei dar gr e kuitaas ar ru evit treuzi, war e blijadur, liorzh boutin e garter. E sojo du a oa nijet kuit. Bez en devoa div vrech, daou droad, pep tra evit ar mare. Diaes e oa dezha koulskoude disojal an den kozh en doa gwelet o tastum e droad faos hag o poania evit e lakaat en e lech.

1

Suelen : Sue Ellen, anv ur choarierez en ur film poblek amerikan a dremene war skramm ar skinwel e dibenn an 20 vet kantved.

Un endervezhiad hir

Edo an noz o serri. Freskaat a rae dindan ar faou bras hag ur gridienn a redas en e gorf. Mall oa ganta brema beza er gr, ur chrochen flour he devoa e wreg ha divesker turgnet brav a chelle flourat dibreder. Sevel a reas e chouzougenn. Boubo ar chirri e penn all al liorzh a oa dizehan brema. Un arsav a reas war ur pont bihan dreist ur foz simant a oa saset beza ur wazh. Ne oa takenn dour ebet avat ha ne oa morse bet war a havale, ne wele ket kennebeut da betra e chelle servij. E zaouarn harpet ouzh an aspled simant houarnet e stumm skourro, e chomas ur pennad da sellet ouzh ar gwez a heje goustadik war an oabl, ha setu ur barbellig o tont dober un tamm diskuizh war an aspled e-tal e zorn. Chom a rae difiv koulz lret. Edo moarvat och ober e dalaro, echu ganta e zevezh hag e vuhez. Ne oa ket ur barbellig boutin evel ar re velen en devoa gwelet gwechall o choari daou en-dro dar chaol e liorzh e dad. Kaer e oa ar valafenn voulouz-ma. Du e oa erien dantelezet he divaskell gant tarcho gwenn ha rouz war ar peurrest eus he chorf. Sojal a reas adarre en e wreg a oa, sur, nechet ha na gredfe ket e istor. Diaes e oa dezha e-unan kredi zoken. Chwech eur a sonas e klochdi an iliz tost. Ur bann-heol a dreuzas an delio hag e krogas ur voualch, pe un drask, da chwitellat, evel pa vije an heol o sevel.

13

Gwech ha gwech all e nijelle un nebeud delio sech hag a yae da vernia ouzh troad ar gwez. Ur marchhouarn a wigouras hag e voe mouget e drouz gant boubo ar chirri. Astenn a reas e gammedo etrezek an hent bras war lez al liorzh. Un dra bennak mallus en devoa dober, me ne ouie ket mui petra.

14

Ronan Huon - miz Du 2002

D o m i n i q u e

A L L A I N

N e o k e t m a t g o n t a d e n n

a r

Ur wezh e oa ur roue puisant ha pinvidik, hag en doa kollet e wreg : intav e oa ha mallerus... Non ket sur e oa mallerus, met pezh zo sur, nen doa ket gwreg erbet ken ! Daou vab a oa dezho, e vab hena ha... e vab yaouanka. An hena a oa korfet brav ha dinamm, ar yaouanka a oa bihan, vil ha kamm ! Tout razh ar merched er rouantelezh a oa krignet get o amour d ar chosha, hag en em ganne evit monet da goroll geto. Doug erbet enne d ar yaouanka, a chome da guzhat e palez e dad, beunek ha dizesper. An hena a oa fallakr ha pochaner, ar yaouanka a oa karadek hag izel a galon : un tammig evel ma daou baotr, ha ? Ya, kar daou vab am eus-me ivez : nemet int korfet o-daou evel mab yaouanka ar roue, ha stummet o spered evel heni ar mab hena ! Neus ket un hanter unan ag an daou gafart-se en-dehe tapet ur CAP bennak pe graet un dra bennak talvoudus get e zaouarn pe get neus forzh petra arall : pa weler ar boan en dez ar boulom da zesav e vugale hiriv an deiz, e komprener gwelloch an tado arall, ar roueed zoken !... Neuze,

U

r wezh e oa, ur wezh ne oa ket mar selaouit po tu da ouiet!

15

16

neuze... e choulennas ar roue kozh get e vab hena monet da Spagn devat ur rouanez a oa chom en ur chastell-nij staget dozh an douar dre chadenno aour, ur rouanez hag e oa int...