sevel ur brastres eus aozadur stadoù unanet amerika

21
Sevel ur brastres eus aozadur Stadoù Unanet Amerika

Upload: rozene

Post on 05-Feb-2016

86 views

Category:

Documents


0 download

DESCRIPTION

Sevel ur brastres eus aozadur Stadoù Unanet Amerika. Evit sevel ur brastres e rankit strivañ evit ober ul labour kempenn : Dav eo deoc’h livañ dre ret gant kreionoù koad (hep ober roudoù divalav ) - PowerPoint PPT Presentation

TRANSCRIPT

Page 1: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Sevel ur brastres

eus aozadur

Stadoù Unanet Amerika

Page 2: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Evit sevel ur brastres e rankit strivañ evit ober ul labour kempenn:

o Dav eo deoc’h livañ dre ret gant kreionoù koad (hep ober roudoù divalav)

o Dav eo ober gant ur skritur gempouez hag eeun: aesoc’h ‘vo da lenn ho prastes ma skrivit gant lizherennoù distag.

Page 3: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Ar c’hêrioù bras

Page 4: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

CBD (Karter an aferioù) New York zo e karter Manhattan. Kavet ‘vez e kêrioù bras SUA lec’hioù ar galloudegezh politik hag ekonomik.1- Hudson river (kenwerzh)2- East river (kenwerzh)3- Ground zero: e lec’h ‘oa tourioù ar World trade center (Kenwerzh)4- Wall street: bours brasañ ar bed (Finañs)5- Bankoù ha sezoù embregerezhioù bras (Ekonomiezh)6- sez ONU (Aozadur ar Broadoù Unanet) (Politikerezh)

Page 5: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika
Page 6: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Kêrioù SUA zo lec’hioù pouezus tre e-keñver an ekonomiezh hag ar politikerezh: livit ar poentoù e ruz ha skrivit bihan oc’h anv e du.Grit biroù du fin a-walc’h evit diskouez divroiñ diabarzh ar boblañs

Page 7: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Daoust d’an harz serret e teu a benn 1.3 milion a zivroidi da dremen e SUA.

Grit biroù kostez meurvor Habask (Aziiz), Mec’hiko (Latinos) ha meurvor Atlantel (Europeaniz) evit diskouez an enbroiñ. Skrivit anv ar pobloù o tivroiñ e kichen ar biroù.

Page 8: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Anvet eo megalopolis un dachenn vras kêriekaet penn da benn abalamour da gresk kêrioù bras kichen ha kichen.

Hini biz SUA zo unan eus reoù brasañ ar bed: 800 km etre Boston ha Washington.

Kelc’hiit e ruz war ho kartenn megalopolis biz SUA.

Page 9: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Diorroet e oa an industriezh adalek fin an XVIII vet kantved e biz SUA.

Er bloavezhioù 1970 e oa kroget gant diaesterioù en industriezhioù-se.Hiziv e vezont o arnevesaat an industriezhioù a oa bet war goshaat.

Page 10: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Livit e mouk biz SUA lesanvet ar « Manufacturing belt »

Page 11: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Er plaenennoù meur vez ul labour douar askoridik. (Amañ e Kolorado)

Abalamour d’ar mekanizadur modern eo SUA produerien gentañ ar bed.

Page 12: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Livit takad ar plaenennoù meur e lec’h vez ul labour douar askoridik e gwer.

Page 13: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

N’eo ket poblet ar menezioù Roc’hellek met desachañ a ra ur bern touristed ha kalz a danvezioù kailh vez korvoet du-hont.

Amañ: Touristed o weladenniñ ar «  Grand Canyon »

Page 14: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika
Page 15: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Livit ar menezioù Roc’hellek e gell.

Page 16: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Anvet eo « Sun Belt » arvor kornôg ha su ar Stadoù Unanet.Birvidik eo an ekonomiezh ha desachañ a ra ur bern labourerien.

Livit e melen ar « Sun belt »

Page 17: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Ar « Silicon Valley » zo teknopolenn vrasañ ar bed. Du-se vez kreizennet embregerezhioù bras a uhel deknologiezh ha skolioù-meur enklask.

Page 18: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Grit hachuroù ruz e takadoù ar Sun belt e lec’h zo ar muiañ a uhel deknologiezh:Stad Washington, Arvor Kalifornia, Texas ha Florida. Skrivit anv ar Stadoù-mañ.

Page 19: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Evit diskouez an eskemmoù graet gant SUA, grit biroù (unan war zu Azia, unan e pleg mor Mec’hiko hag unan all war zu Europa.)

Page 20: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika

Evit achuiñ: o Livit e glas ar morioù hag al lennoù

o Skrivit e glas: Meurvor Habask, Pleg-mor Mec’hiko, Meurvor Atlantel, lennoù meur.

o Skrivit e du Kanada ha Mec’hiko

o Klokait an alc’hwez (skrivit kempenn)

o Klaskit un titl d’ar brastres

Page 21: Sevel ur brastres eus  aozadur Stadoù Unanet Amerika